Catégories
Communiqués

Galv d’hon dilennidi ha merourien melestradurel

An deknologiezh niverel a zo hiziv an deiz e-kreiz diorroadur hor c’hevredigezh a-bezh.

En ur aesaat hor buhez en deus kemeret ar pellgomz hezoug ur plas braz tre en hor buhez pemdeziek, met er mêmes mare ez eus tud a c’houzañv digantañ, ha cheñch a ra war ar gwashañ hon doare da eskemm ha d’en em gavout etrezomp.

Gantañ ez a hor frankiz war nebeutaat.

Bez ez eus muioc’h mui a dourioù pellgomz, hep ma ouifemp ar pezh a vez o c’hoarvezout.

Al lezenn hag ar gouarnamant a sav a-du gant an embregerezhioù pellgomzerezh, hag ar re-se a sav o zourioù skignañ en un doare gouez hep larout d’an holl.

Ar sitoianed o deus aon dirak efedoù hag a c’hello bezañ noazus evit an endro. Chom a reont hep kaout titouroù resis digant ar velestradurezh.

Ouzhpenn-se ez a ar redadeg etrevroadel war an deknologiezh-mañ, a-enep ar stourm evit padelezh hon ekonomiezh.

Dont a raio sañset ar 5G a-raok fin ar bloavezh, ha koulskoude, n’eus bet graet studiadenn ebet diwar e fenn, evit muzuliañ e efedoù a fed yec’hed, efedoù hag a c’hellfe bezañ peurbadus koulskoude.

Muioc’h mui a beulioù pellgomz a vo (milionoù deus outo), ha den ebet n’achapo kuit, memes ar re a zo klañv dija diwar ar 4G!

An elektrokizidigezh a zo anavezet bremañ gant ar Skiant. Ne chomo ket mui, evit ar re a zo elektrokizidig, lec’h ebet evit kuzhat, nemet don er c’hoadoù pe pell war ar menezioù.

Peseurt buhez evito? Peseurt frankiz? Peseurt liamm gant ho familh?

Koulskoude e c’heller ober mod-all, gant an orjalenn optek da skouer.

Ar Greizhenn Etrevroadel evit Studiañ ar C’hrign-bev (CIRC) en deus rakjedet e c’hell bezañ ar gwagennoù elektro-magnetek un doare da tapout anezhañ. Anv a vez graet da anavezout eo sur e ro ar gwagennoù-se ar c’hrign-bev zoken !

Ur galv etrevroadel ‘zo bet kaset d’an ONU, d’an OMS ha d’ar Stadoù gant kantadoù a skiantourien evit ma vefe harzet gant an deknologiezh-se. Ar skiantourien o sinañ a lâr neus ket bet goulennataet anezho war ar sujet a-raok prientin an diorroadur a hiziv.

  • Dispriz war ar frankiz hag an demokratelezh;

  • Nac’hadur an danjer evit ar yec’hed.

Se zo ur sin e teu a-benn an embregerezhioù pellgomz da vountan evit ur gouarnamant beliek.

Pa teuomp er-maez eus un c’hleñved marvel, pa ya hon amzer da-zont war an Douar war vreskaat, eo malluz bezañ furoc’h ha dibab bevañ war nebutoc’h evit bevañ pelloc’h !

Ni a c’houlenn e vefe doujet d’hon holl gwiriou !

Digoromp hon daoulagad !

Ret eo paouez sevel disehan tourioù pellgomz !

Ret eo kaozeal asambles: sitoianed, dilennidi, embregerezhioù !

Ret eo gortoz a-raok implij ar 5G, ha bezañ sur eo dinoaz !

Une réponse sur « Galv d’hon dilennidi ha merourien melestradurel »

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *